index.php?rub=10_vloaz_divskouarn&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=10_vloaz_divskouarn&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

10 vloaz Divskouarn

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Un deiz-ha-bloaz a labour

10 vloaz divskouarn strolladoù labour diwar-benn ar brezhoneg er familhoù gant Catherine Adam

Strolladoù labour diwar-benn ar familhoù :

Da geñver 10 vloaz Divskouarn e oa bet aozet gant ar gevredigezh un devezh dibar. Gouestlet e oa bet ar mintinvezh da vilañsoù labour Divskouarn evel just, met ivez da strolladoù-labour diwar-benn tem treuzkas ar brezhoneg er ger.

Ar strollad kentañ a oa diwar-benn ar gerent o deus graet choaz ar brezhoneg evit o bugale (ur vagouri gant brezhoneg peotramant ur skol divyezhek), met ne gaozeont ket dre ret brezhoneg. Lusket e oa ar gaoz gant Catherine Adam, doktorez war ar sokioyezhoniezh e Skol-veur Brest. Izili Divskouarn a oa o kemer perzh, met ivez kerent, kevredigezhioù diorren ar brezhoneg evel Sked pe DAO, tud a vicher tachenn ar re vihan...

Plediñ en deus graet an eil strollad gant tem ar gerent hag a oar brezhoneg. Penaos sikour anezho evit ma vefent en o aes da dreuzkas ar yezh. Gant Katell Chantreau, eus an UBAPAR an hini eo e oa lusket an traoù. Evel er strollad all, e oa eno tud disheñvel (evel KEAV pe c'hoazh Ofis Publik ar Brezhoneg), tud a vciher, met ivez studierien.

Mont war-raok en amzer da zont ?

Kinniget en deus Divskouarn da heul ar prantad labour-se, e vije lakaet e pleustr evit kregiñ ganti, ur raktres amprouiñ a vefe o treiñ da gentañ e kumuniezh kumunioù Bro Lesneven ha hini an aberioù. Sikouret e vo gant Ti ar Vro Bro Leon. Daou hent a zo gant ar raktres-mañ : da gentañ kizidikaat ar gerent o deus bugale pe er magourioù brezhonek, pe er skolioù divyezhek, da lavaret dezho e c'hellont sikour o bugale. An eil hent a vefe da c'houde krouiñ ostilhoù evit ar familhoù-mañ. Bodet e vo ur strollad heuliañ gant kerent, skiantourien hag all.

Da c'houzout ivez ez eus ul labour enklask hag a zo da ober war an tem se, hag az aio war-raok emichañs er mizioù hag er bloavezhioù da zont.

Plijadur goude-lein

Ouzhpenn 50 a dud oa deuet goude-lein evit an div abadenn rimadelloù bet prientet gant Tud Divskouarn. Merenn-vihan a oa bet ivez gant ur vrav a wastell stumm Skouarnig anezhi !

10 vloaz Divskouarn, rimadelloù e brezhoneg gant Virginie Pronost 10 vloaz Divskouarn gwastell deiz-ha-bloaz
 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/