index.php?rub=abadenn_e_ti_ar_pit_chouned&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=abadenn_e_ti_ar_pit_chouned&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Abadenn e ti ar Pit'chouned

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Un abadenn vrezhonek ti ar Pit'chouned

E Penn-ar-Bed, aboe 2009 ez eus ur c'houlzad abadennoù brezhonek evit ar magourioù hag ar bodadoù magerezed, 25 lec'h a zo e-barzh ar jeu hiziv. Ur wech ar sizhun pe bep pemzektez e teu un animatour eus An oaled, Sked, Mervent pe KLT el lec'hioù-se evit ober an abadennn. Sikouret eo ar c'houlzad-se gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed.

Les Pit'chouns tañva eus ar brezhoneg e Penn ar Bed e 2015 gant Divskouarn hag An Oaled

Penaos e vez graet an abadennoù ?

Bet omp da welet un abadenn gant Vanessa, animatourez evit An Oaled, a zeu da Lesneven bep Lun. Emañ magouri Les Pit'chouns, e-touez sinerien karta Divskouarn abaoe an deroù, da lavaret eo 2007.

Kroget he deus an animatourez gant ur rimadell diwar-benn ar stummoù (ront, tric'horn, karrez). Ur ganaouenn he deus graet goude evit lakaat tout an dud da lavaret e anv.

Kendalc'het he deus gant ur rimadell all, istor ur vuoc'hig doue hag a glask dihuniñ ur maligorn. Ur wech dihunet ar maligorn, he deus kanet Vanessa kanaouenn ar maligorn (gwelet dindan ar fichenn).

War lec'h he deus Vanessa lennet ul levr diwar-benn al livoù hag al loened.

A benn ar fin he deus lakaet ar vugale da fiñval gant kanaouenn "al lapin bihan" (gwelet dindan).

Muioc'h a rimadelloù a zo war rummad an dafar pedagogel, ha kalz muioc'h c'hoazh evit an izili !

Ur maligorn, ar Pit'chouned

Orin :

Ur Maligorn dindan ar glav

 

Ur maligorn dindan ar glav (3 gwec'h) 

Fall eo an amzer , a -benn warc' hoazh vo brav.

 


Un escargot sous la pluie

Un escargot sous la pluie (3 fois)

Le temps est mauvais, demain il fera beau.

Klikit dehou d'he fellgargañ/Faîtes un clique droit sur le logo pour télécharger

materiel pedadgogique pour apprendre le bretonKlikit da bellgargañ ar pozioù/Cliquez sur le logo pour télécharger les paroles

Va lapin bihan, Ar Pit'chouned

Orin : Denez Abernot

Ma lapin bihan

 

Al lapin bihan a zo trist kenañ,

Rak ne fell ket dezhañ dansal e-unan,

Lamm ha lamm ha lamm ma lapin bihan,

Ha kae buan da bokat d'unan.

.

Mon petit lapin


Mon petit lapin a bien du chagrin,

Car il ne veut plus danser tout seul,

Saute et saute et saute mon petit lapin,

Et va t'en bien vite embrasser quelqu'un.

 Klikit dehoù d'he fellgargañ/Faites un clique droit sur le logo pour télécharger

Klikit da bellgargañ ar pozioù/Cliquez sur le logo pour télécharger les paroles

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/