index.php?rub=boc_harzh&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=boc_harzh&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Boc'harzh

Sinadur Magouri Bidourig ha kreizenn-dudi Borc'harzh

keleier Divskouarn, sinadur karta Divskouarn gant magouri ha kreizenn dudi Boc'harzhAbaoe daou vloaz eo bet amprouet ur c'henlabour etre magouri Bidourig Boc'harzh ha kreizenn-dudi ar barrez. An hini kentañ o vezañ meret gant an Ti-Kêr, egile o vezañ meret gant Familles Rurales. E pep skipailh e oa ur vrezhonegerez, setu o doa divizet da ginnig, ur wech ar miz, gant sikour ur vaouez a youl vat ouzhpenn, un abadenn vrezhonek evit bugale brasañ ar vagouri, asambles gant bugale yaouankañ ar greizenn dudi. Er bloaz-mañ o deus divizet da gadarnaat o labour o siañ karta Divskouarn d'ar 7a viz Kerzu 2017.

Gant an daou siner nevez se ez eus bremañ 27 framm e rouedad karta Divskouarn !

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2018 - Lodenn an izili/