index.php?rub=brezhoneg_e_magouri_dirinonn&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=brezhoneg_e_magouri_dirinonn&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Brezhoneg e magouri Dirinonn

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Laboused o richant brezhoneg e Dirinonn !

Keleier Divskouarn brezhoneg e magouri dirinonn live 2 karta divskouarn

Magouri ar Pennduiged Dirinonn he deus sinet live 2 Karta Divskouarn d'an 23 a viz Even. An ugentvet magouri an hini eo da sinañ karta Divskouarn.

Abaoe un nebeut bloavezhioù e rae un edukatourez eus ar vagouri kevredigezhel, war dro un abadenn tañva eus ar brezhoneg. Deskardez eo ar vaouez met barrek eo da rimadelliñ ur wech ar sizhun e brezhoneg gant ar vugale.

Pa oa bet un emsav brudañ ar brezhoneg a-raok ar skol e bro Landerne gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz ha Divskouarn en nevez-amzer, en doa bet c'hoant Les Mésanges da vont pelloc'h ganti. A-benn neuze ez eus bet divizet ganto sinañ karta Divskouarn, hag al livez 2 mar plij, abalamour ez aio ar vagouri e-barzh ur c'houlzad abadennoù gant Divskouarn adalek an distro-skol. Dont a raio un animatour eus Sked, div wech ar miz, ouzhpenn d'an abadennoù graet bep sizhun en diabarzh. Kenlabourat a raio RPAM Daoulaz ganto evit an abadennoù-mañ.

Berzh en doa graet ar prantad brudañ-se graet e bro Landerne-Daoulaz, ha neuze e krog e-barzh daou framm all ar vro er mare-mañ, RPAM Landerne, ha magouri Ti Labousig Plouedern.

Karta Divskouarn :

Un emglev an hini eo Karta Divskouarn etre ar magourioù a ra gant ar brezhoneg, ha kevredigezh Divskouarn. 4 live a zo, eus an tañva betek ar soubidigezh. 20 lec'h a zo bremañ, e 3 departamant, o deus sinet ar garta.

War ar poltred : Emilie Ramos, prezidantez ar gevredigezh, Gaelle Le Martret, desaverez e karg eus ar brezhoneg, Bertille ha Soren.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/