index.php?rub=brezhoneg_en_oriant_ha_kemper&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=brezhoneg_en_oriant_ha_kemper&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Brezhoneg en Oriant ha Kemper

mizvezh ar brezhoneg 2017 gant Divskouarn e breizh Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2016 2017 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Brezhoneg a-raok ar skol en Oriant ha Kemper

Ur sizhun vat e voe evit ar brezhoneg a-raok ar skoliata evit su Breizh-izel, sinet e oa karta Divskouarn gant magouri Salopette et Pâte à Sel An Oriant, ha tremenet e oa magouri Ti-Kêr Ar voused Vihan Kemper live 2 karta Divskouarn, pa 'z ae RAM Kemper gant al live 1.

Sinadur karta Divskouarn e Salopette et Pâte à sel An OriantKentañ tra en Oriant :

Abaoe an nevez amzer tremenet ez eus bet aozet gant magouri kevredigezhel Salopette et Pâte à Sel abadennoù tañva eus ar brezhoneg. Savet eo al liamm etre Suzan Guérin, anezhi magerez vrezhonek e karter Kerwenaneg, hag ar vagouri, gant sikour Divskouarn. Fellet en deus da dud ar vagouri reiñ talvoudegezh d'o labour en ur sinañ karta Divskouarn. An trede magouri an hini eo d'ober kement-all er Morbihan, goude Pleskob ha Rianteg. Magourioù all a zo ivez en departamant : e Gwened, gant Babigoù Breizh, e Brec'h, Lannerster hag en ur vagouri vihan all eus Pleskob. Kement se a ra ez eus brezhoneg e 7 magouri eus an departamant.

An 22vet magouri eo Salopette et Pâte à Sel da sinañ karta Divskouarn. Gant al live 1 ez eont.

 

Sinadur karta Divskouarn Ti-Kêr KemperKreskiñ a ra e Kemper :

E 2011 e oa bet sinet karta Divskouarn evit ar wech kentañ gant magouri-kêr Ar Voused Vihan. D'ar poent-se e oa bet lakaet e plas abadennoù sizhuniek gant un animatourez eus kevredigezh Mervent. Bez ez eus c'hoazh eus an abadennoù-mañ. Ar pezh a zo ouzhpenn eo ez eus bet meur a hini er skipailh en deus desket brezhoneg abaoe hag e c'hell an dud ober abadennoù brezhonek all e-pad ar sizhun, ha lod a ra gant gerioù ha frazennoù ar vuhez bemdez o tegemer ar vugale. Evit kement-se e tremeno ar vagouri da live 2 karta Divskouarn. Ar c'hwec'hvet hini eo.

Pelloc'h eo bet an Ti-Kêr ivez p'o deus divizet da aozañ abadennoù evit an Erlec'h Skoazellerezed Mamm abaoe 2014. Sinet e vo karta Divskouarn en anv an aozadur-mañ ivez. Bep sizhun e vez abadennoù brezhonek gant un animatourez eus Mervent eno. An trede bodad magerezed eo hag a sin karta Divskouarn.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/