index.php?rub=delphine_briand_magerez_e_gwidel&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=delphine_briand_magerez_e_gwidel&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Delphine Briand, magerez e Gwidel

mizvezh ar brezhoneg 2017 gant Divskouarn e breizh Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2016 2017 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Ur vagerez brezhonek e Gwidel

delphine Briand magerez gant brezhoneg e Gwidel gant DivskouarnSinet he deus Delphine Briand karta Divskouarn evit ar brezhoneg war dachenn ar skoazellerezed-mamm e miz C'hwevrer 2014. An eil magerez an hini eo o tiskleriañ labourat gant ar brezhoneg er Mor-bihan en ur sinañ ar garta.



Live kentañ Karta Divskouarn a zo bet dibabet ganti, da lâret eo reiñ un tañva d'ar poupigoù. Kanet e vez kalzik e brezhoneg d'ar vugale. A-hed an devezh e vez selaouet sonerezh kanet e brezhoneg ivez e ti Delphine. Un digarez e vo eviti sinadur ar garta, d'ober muioc'h muiañ gant ar yezh oc'h en em harpañ da skouer war bitrakoù malizenn Skouarnig. En amzer da zont e c'hellfe Delphine dont a benn da dizhout live daou ar garta, da lâret eo bezañ gouest da implijout ar yezh muioc'h dre frazennoù ar vuhez bemdez.



Evit mont e darempred ganti, kit da welet he fichenn war kartenn degemer ar vugaligoù e brezhoneg.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/