index.php?rub=eilbabigour_ez_evit_youn_ha_solena&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=eilbabigour_ez_evit_youn_ha_solena&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Eilbabigour-ez evit YOUN HA SOLENA

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Post Eilbabigour-ez evit YOUN HA SOLENA

Meret eo ar vikro-magouri « Youn ha Solena » gant ar gevredigezh (hervez lezenn 1901) anvet « Youn ha Solena » ivez. Aotreet eo gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Degemer a ra ingal ha/pe a-wechadoù, bugaligoù etre 10 sizhun ha 4 bloaz.

Brezhoneg eo yezh ar vikro-magouri.

 

PAL

Emañ e karg eus degemer hag eus ober war-dro ar vugale dre vras war ar pemdez, e kenlabour gant an den-dave teknikel ha goude bezañ bet gwiriekaet gantañ, en ur zoujañ d’ar raktres desavadurel ha pedagogel.

E karg eus ar skipailh e vez pa vez ezvezant an den-dave teknikel.


AR POST

35e ar sizhun rannet etre :

ober war-dro ar vugale

ar predoù

ar c'hempenn

LEC’H EN URZHAZ

Lakaet eo dindan atebegezh hag aotrouniezh an den-dave teknikel. Labourat a ra gant ur skipailh liesdiskiblezhel. Kemmennoù a resev digant an den-dave teknikel a labour gantañ/ti.

Dezhañ/i e treuzkas an holl ditouroù.

Post N+1 : an den-dave teknikel

Post N-1 : an den un TGM bugaligoù gantañ/i

 

OBEREREZHIOÙ PENNAÑ

1- Labour gant ar vugale

 

- kemer e kont ezhommoù hiniennel pep bugel, en ur reiñ dezhañ e blas e mont en-dro ar strollad (ar predoù, ar yec’hederezh, ar c'housked hag ar c'hehentiñ).

- sellet ouzh diorren ha stad yec’hed pep bugel ha tapout diarbennoù evit diskoachañ droukplegoù a c’hallfe bezañ.

- teurel evezh da lakaat ar vugale nevez d’en em ober ouzh o endro ha da lakaat ar strollad d’en em gavout en e vleud gant e lusk dezhañ.

- lakaat war-sav obererezhioù divorfilañ liesseurt, diouzh ezhommoù ha barregezhioù pep hini

- ober war-dro ha diwall yec’hederezh ar vugale degemeret

- ambrougañ ar vugale zo fiziet ennañ/i d’an emgavioù gant ar mezeg

- dastum ha treuzkas e/hec’h evezhiadennoù evit heuliañ mat ar mod ma vez kemeret ar vugale e karg hag ober un treuzkas a-feson d’ar gerent.

 

2- Emelladennoù davet ar gerent

 

- en em soñjal evit kinnig ur mod degemer a-feson

- derc’hel d’an eveziegezh vicherel

- broudañ an eskemmoù etre ar skipailh hag ar gerent diwar-benn buhez ar vikro-magouri dre binviji kehentiñ (skritelloù, luc’hskeudennoù...)

 

3- Labour gant ar skipailh desavadurel

 

- en em soñjal ha labourat e skipailh evit lakaat ar raktres pedagogel e pleustr, e briziañ hag e lakaat da vont war-raok.

- kemer perzh en emvodoù skipailh gant ur pal eskemm war an doareoù micherel hag en em soñjal war al labour

- kemer perzh e sterniañ ar stajidi

 

4- Emelladennoù er predoù

Kenlabourat a ra gant un den an TGM bugaligoù gantañ/i, ober a ra war-dro :

- kontrolliñ ar gwrezverk ha tapout standilhonoù

- fardañ ar predoù hag an adverennoù

- lakaat al listri evit pred merenn hag an adverenn

- skaotañ al listri

- kemer perzh e kempenn ar salioù en ur heuliañ ar protokol yec’hederezh.

E-pad an deiz eo ar brezhoneg yezh buhez ar vikro-magouri.

An treuzkas d’ar familhoù, an eskemmoù gant kendivizerien diavaez a c’hall bezañ graet e galleg.

 

LIVE SKIANT-PRENET

Stummadur ret :

Diplom stad babigour-ez

Gwelloc'h e vefe bezañ prenet skiant en ur framm degemer a-stroll

Brezhoneg live B1.

 

BARREGEZHIOÙ

- Anavezout pazennoù diorren hag ezhommoù ar vugale.

- Anavezout ha lakaat e pleustr ar reolennoù yec’hederezh ha surentez en ur strollegezh.

- Bezañ prenet skiant war ar yec’hed, kleñvedoù ar vugale hag ar jestroù prim.

- Kaout skiant war al louzoù boas a vez roet d'ar vugale ha kleñvedoù ar vugale.

- Anavezout ostilhoù divorfilañ ha buheziñ.

 

PROFIL

- bezañ gouest da labourat e skipailh

- bezañ barrek war an daremprediñ, ar selaou, bezañ dibrez ha derc’hel d’an evezhiegezh vicherel

- bezañ emren, aozet mat ha gouest da gemer intrudu e liamm gant ar post

Pellgargañ ar c'hinnig labour e stumm pdf

Mont e darempred gant Youn ha Solena.

 

 

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/