Fermer Fermer Imprimer... Imprimer... 

ger stur

Div yezh gant ar re vihan, un elfenn a-bouez en o buhez

Meret eo al lec'hienn-mañ gant kevredigezh Divskouarn evit diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata, da-geñver koulzad kelaouiñ : "An divyezegezh evit ar re vihan, un elfenn a-bouez en o buhez. E Breizh, meur a c'her gant ar vugaligoù evit ar memes kazh".

Ul lodenn gentañ eus ar c'houlzad-mañ a oa bet roet lañs dezhi e miz Gwengolo 2009 gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Breizh, asambles gant Divskouarn. Da zanvez tadoù ha mammoù Penn-ar-Bed e veze kaset ur blegfollenn diwar-benn an divyezhegezh abred, ha da dud a vicher an departamant ivez. Kizidikaat ar gerent ouzh yezh hengounel ar vro an hini e oa ar pal, met ivez lakaat pennarbediz da soñjal pegen a-bouez eo treuzkas o yezhoù-mamm. Brezhoneg, arabeg, portugaleg, turkeg, wolofeg, saozneg, berbereg ha me oar me c'hoazh, kement yezh-vamm zo a zo ur chañs evit ar vugaligoù, dezho da vont en o bleuñv war-lerc'h.

Brasaet eo ar c'houlzad-mañ er bloaz-mañ gant embann un eil teul troet e brezhoneg, arabeg, turkeg, portugaleg ha saozneg  (da adkavout war al lec'hienn-mañ), ha gant al lec'hienn-mañ. Leun a ditouroù zo enni evit skoazell da gompren gwelloc'h ar pezh zo an divyezegehz abred hag al liested sevenadurel e Breizh hag er bed.

accueil enfants jouant dans une creche bilingue


Region Bretagne soutient la campagne de bilinguisme     Le Conseil Général du Finistère soutient la campagne de bilinguisme