index.php?rub=karta_divskouarn_ar_magerezed&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=karta_divskouarn_ar_magerezed&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Karta Divskouarn ar magerezed

mizvezh ar brezhoneg 2017 gant Divskouarn e breizh Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2016 2017 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Karta Divskouarn ar skoazellerien(ezed)-mamm

Lañs e oa bet roet dezhi e 2010.

Petra eo ?

  • Un testeniekaadur an hini eo a vez roet d'ar skoazellerien(ezed)-mamm a ra gant ar brezhoneg,
     
     
  • diwar patrom karta Divskouarn al lec'hioù degmer eo bet savet ar garta-mañ, hommañ o vezañ bet levezonet gant karta Ya ! d'ar Brezhoneg Ofis Publik ar Brezhoneg. Skrivet eo bet gant ur bodad tud eus Divskouarn, magerezed, animatourien Bodadoù Skoazellerien(ezed)-mamm hag all.
charte divskouarn pour le developpement du breton chez les assistantes maternelles
 

Al liveoù :
  • Divskouarn 1 : Kizidikaat.
    • 1. a. : evit aozerien abadennoù reoliek tañva d'ar brezhoneg evit magerezed ur c'horn-bro eo,
    • 1. b. : evit magerezed a za ingal d'un abadenn tañva gant ar vugale e reont war o zro,
  • Divskouarn 2 : Brezhoneg war ar pemdez. Evit ar re a ra bemdez gant ar yezh gant ar poupigoù, daoust ma n'eo ket ar yezh nemeti e reont ganti.
  • Divskouarn 3 : Soubidigezh. Yezh pennañ ar magerez gant ar bugel eo ar brezhoneg.

Labour Divskouarn :

  • Lakaat ar magerezed e-barzh ar rouedad en ur lakaat anezho da sinañ,
  • skoazell anezho da lakaat ar garta e pleustr : reiñ skouerioù, binvioù pedagogel,
  • aozañ ingal emvodoù eskemm skiant-prenet etre ar sinerien,
  • brudañ an traoù, 
  • ambroug anezho da briziañ o labour gant ar garta.

Ar sinerien :

Kavet e vo ganeoc'h roll ar sinerien e rubrikenn Ar magerezed.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/