index.php?rub=karta_divskouarn_ar_magouriou&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=karta_divskouarn_ar_magouriou&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Karta Divskouarn ar magourioł

mizvezh ar brezhoneg 2017 gant Divskouarn e breizh Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2016 2017 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Karta Divskouarn al lec'hioł degemer

Ur benveg eo evit brudañ ha diorren ar brezhoneg e frammoù degemer ar vugaligoù. Roet e oa bet lañs dezhi e 2007.
Signature de la charte divskouarn pour le developpement du breton dans la petite enfance

Petra eo ?

  • Ul label eo a vez roet d’ar magourioù a vez graet gant ar brezhoneg enno,
  • Savet eo bet ar garta diwar skouer an emglev «Ya d’ar brezhoneg» kinniget gant Ofis ar Brezhoneg. Labouret hon eus ganto da skrivañ anezhi, Gwarez ar Mammoù hag ar Vugale (PMI) Penn ar Bed en deus roet e alioù ivez.
Al liveoù :
  • Divskouarn 1 : tañva-Babig, brezhoneg ur wech an amzer, prantadoù reoliek er yezh,
  • Divskouarn 2 : kizidikaat-hini bihan, brezhoneg ur wech ar sizhun da nebeutañ hag oberioù all ouzhpenn er yezh,
  • Divskouarn 3 : Yezh da vevañ (bemdez), graet vez gant ar yezh en un doare pemdeziek gant daou goprad eus ar skipailh da nebeutañ,
  • Divskouarn 4 : Soubidigezh (Penn-da-Benn), tout ar skipailh a oar brezhoneg, yezh pennañ ar vagouri eo.

Labour Divskouarn :

  • Digeriñ d’ar magourioù rouedad ar re a ra gant ar brezhoneg dre sinañ ar Garta,
  • Sikour anezho da lakaat ar garta e pleustr : kinnig dezho penaos vez graet e lec’h all, kinnig tud a-vicher dieub dezho... 
  • Aozañ emvodoù reoliek gant ar magourioù o deus sinet da lakaat ar skiant-prenet da voutin d’an holl,
  • Brudañ,
  • Skoazell ar framm da evezhiañ ma vez doujet deus ar garta.

Ar sinerien :

Roll ar sinerien a vo kavet ganeoc'h e rubrikenn Al lec'hioù degmer a-stroll.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/