index.php?rub=karta_divskouarn_e_lannuon&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=karta_divskouarn_e_lannuon&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Karta Divskouarn e Lannuon

ganedigezh incubateur de projets en langue bretonne


Karta Divskouarn e Lannuon

keleier Divskouarn, karta evit ar brezhoneg e magouri Ti Babigoù LannuonSinet en deus Ti-Kêr Lannuon live 1 karta Divskouarn evit magouri Ti Babigoù. Bep sizhun abaoe un nebeut bloavezhioù, e vez graet un abadenn vrezhonek gant maouezed ar skipailh hag a zo o teskiñ brezhoneg, Muriel ha Virginie. Tro o deus bet meur a wech da zeskiñ brezhoneg gant stummadurioù ha stajoù. Degaset e oa bet nevez zo Malizenn Skouarnig dezho, evit skoazellañ anezho da brientiñ o abadennoù.

E penn kentañ ar bloavezh e vo studiet gant Divskouarn hag an Ti-Kêr ar mod da lakaat er jeu ar magourioù all hag a zo renet gant Ti-Kêr Lannuon.

War ar poltred : Muriel ha Virginie, an animatourezed, an aotroù Jiquel, kuzulier-kêr dileuriet d'ar brezhoneg hag an Itron Cozigou, kenurzhierez magourioù Lannuon.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2018 - Lodenn an izili/