index.php?rub=kelaouenn_toutouig&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Kelaouenn Toutouig

Toutouig : Divskouarn o kemer perzh

Toutouig Divskouarn ha keit vimp bev skoaz ouzh skoaz

Loc'het eo Toutouig, kelaouenn nevez Keit Vimp Bev !

E miz Genver eo bet embannet niverenn kentañ Toutouig. Evit ar vugale dindan 3 bloaz eo savet ar gelaouenn. Bep miz e vo resevet gant ar familhoù, ar magourioù, ar skolioù. Un tem a zo da bep niverenn. Enni e kaver rimadelloù, istorioù berr, geriaouegoù ha c'hoarioù. Troet eo an traoù e galleg ivez evit ma vo aesoc'h d'an tadoù ha d'ar mammoù ne ouzont ket brezhoneg peurvuiañ.

Divskouarn e-barzh ar jeu

Kemer perzh a ra Divskouarn evit sikour skipailh Keit Vimp Bev. Ar braz eus hon labour a zo war dro choaz ar rimadelloù. Lakaat a reomp en linenn ivez ur stumm niverell eus ar rimadelloù choazet gant ar skipailh. Dre ur QR code e c'hell an dud kaout video peotramant MP3 ar rimadelloù war o fellgomzerioù.

Evit resev Toutouig

Betek miz Even 2019 e vo ur prantad amprouiñ. Ma ra berzh e vo lañset ar c'houmanant evit gwir. Gallout a raer c'hoazh lakaat e anv. Klikit war talbenn ar bajenn se evit gouzout hiroc'h.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2019 - Lodenn an izili/