index.php?rub=kenlabour_breizh_elzas&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Kenlabour Breizh Elzas

Divskouarn oc'h hada˝ en Elzas

keleier Divskouarn, kenlabour gant Elzasis, Alsace Bilingue, FILALPedet e oa Divskouarn da geñver Devezhioù an divyezhegezh gant ar gevredad Elzas Divyezhek -Verband zweisprachiges Elsass. Div wech ar bloaz e bod Elzas divyezhek ar bras eus aozadurioù pennañ ar yezh elzaseg evit kinnig raktresoù. En taol mañ o doa graet ton da Vreizh pa oa bet pedet Gregor, rener Divskouarn, da ginnig hon labour evit ar yezh a-raok ar skoliata, hag ivez Katelin Al Lann, da ziskouez d'an dud ar pezh berzh m'eo Ar Redadeg e Breizh abaoe 10 vloaz.

E miz Even tremenet e oa deuet da Vreizh, gant sikour Divskouarn, daou zen eus kevredigezh ar FILAL. An darempredoù a feson se o deus graet omp bet pedet da gemer perzh da Devezhioù an divyezhegezh. Aet eo an traoù war-raok abaoe beaj studi tud ar FILAL, p'eo bet diskleriet un doare Label ganto hag a vo un tamm mat e-giz Karta Divskouarn evit ar magourioù. Raktres nevez all evit Elzasiz, krog int gant ar raktres magouri dre soubidigezh en alamaneg bro Elzas !

Poltred : Jean Peter o kinnig e raktres label Elzaseg evit ar magourioù.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2018 - Lodenn an izili/