index.php?rub=kenlabour_divskouarn_hag_ieo&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=kenlabour_divskouarn_hag_ieo&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Kenlabour Divskouarn hag IEO

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Brezhoneg, okitaneg, ur c'henlabour Divskouarn-IEO

Kenlabour IEO Divskouarn Laurenç GossetD'an 23 ha 24 a viz Here, e oa bet pedet Gregor Mazo, rener Divskouarn, gant an Institut d'Estudis Occitans e Tolosa a-benn kuzuliañ diwar-benn penaos sevel diazezoù un ober evit ur yezh bihanniver war dachenn ar re vihanañ.

E gwirionez ne oa ket ar wech kentañ da Divskouarn ha d'an IEO da labourat asambles. Div wech e oa bet pedet Divskouarn gant an IEO da gaozeal da-geñver kendivizoù bras aozet gant an IEO, e Tarba (65) hag ivez e Privas (07). Penn-kentañ ur preder e oa bet an daou zegouez-se evit an IEO da labourat war dachenn ar vugaligoù. Gellet o deus profitañ a-benn neuze eus skiant prenet Divskouarn da sevel dielloù kelaouiñ, hentennoù pedagogel hag all. An dra ziwezhañ embannet gant an IEO tennet diwar labour Divskouarn, a zo ar vargodenn Patonet, savet war patrom Skouarnig.

Gounit e dlefe Divskouarn tennañ ivez eus ar mignoniaj-se, skouerioù dedennus a zo bet diskouezet, evel ur labour o liammañ ar yezh hag ar jestroù da skouer.

En amzer da zont e dlefemp kenlabourat c'hoazh war dachenn ar pedagogiezh, met ivez hini an diorren. Se zo kaoz eo bet sinet ur c'henemglev etre an div gevredigezh.

Ur gevread etre-rannvroel an hini eo an IEO (labourat a reont war dachenn rannvro Okitania, Akitania nevez, Auvergne-Limousin, PACA). Labourat a reont en un doare hollek da souten an okitaneg er vuhez foran hag ivez war dachenn an embann. Da c'houzout, ez eus hiziv ur vagouri divyezhek okitaneg-galleg hepken, e bro Biarn (pireneoù) hag unan all a dlefe digeriñ e Tolosa e 2018.

Poltred : Laurenç Gosset, rener an IEO, gant Skouarnig ha Patonet.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/