index.php?rub=kentan_stummadur_divskouarn_&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=kentan_stummadur_divskouarn_&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Kenta˝ stummadur Divskouarn !

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Kenta˝ stummadur DIVSKOUARN, deuet eo brav ganto.

Stummadur brezhoneg ha bugaligoù gant Divskouarn e RoazhonAozañ a rae Divskouarn e gentañ stummadur e-unan d'ar 4 a viz Meurzh, goude bezañ bet enrollet evel ur pourchasour stummadurioù micherel dibaouez. Hiviziken eta, e c'hell stajoù Divskouarn bezañ kemeret e karg gant doareoù boaz arc'hantañ  ar stummañ micherel. Ouzhpenn ar perzh e kemer Divskouarn e stummadurioù aozadurioù all (Stumdi, KEAV), e aozo muioc'h-muiañ e stajoù dezhañ e-unan.

Stmmadurioù pedagogel :

Disheñvel eo stummadurioù Divskouarn ha re an aozadurioù kelenn ar brezhoneg d'an dud deuet all. N'eo ket kentelioù brezhoneg an hini eo e reomp ni, stummadurioù pedagogel an hini int kentoc'h, da lavaret eo e kelennomp doareoù d'ober, implijout dafar pedagogel... Sellit amañ hon katalog stummadurioù.

8 stajiad d'ar 4 a viz Meurzh 2016 e Roazhon :

D'ar 4 a viz Meurzh eta, e oa kentañ stummadur Divskouarn, en ur sal eus Skol an Emsav e Roazhon. Rimadelloù ha frazennoù ar re vihan e brehzoneg e oa bet lakaet da dem labour ar staj. 8 den a oa deuet, tud a vicher tachenn degemer ar re vihanañ, en o zouez labourerien magourioù-kêr Roazhon, pe c'hoazh tadoù ha mammoù c'hoant ganto ober gant ar brezhoneg er ger gant o bugale. Lusket eo bet ar stja gant stummerez Divskouarn, Virginie Pronost. Boaz eo Virginie da gemer perzh e stummadurioù CAP bugaligoù divyezhek Gwened da skouer, peotramant stummadurioù Brezhoneg ha Bugaligoù e Landerne hag e lec'h all.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/