index.php?rub=koumoul_du&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=koumoul_du&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Koumoul Du

mizvezh ar brezhoneg 2017 gant Divskouarn e breizh Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2016 2017 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Koumoul Du, albom nevez Jakez ar Borgn !

Ur bladenn evit ar re vihan hag ar re vras !

Kanañ a ra Jakez hag e verc'h Bleuenn tonioù a-bep eil evit ar re vihan pe vihan tout zoken (lod anezho a vez kanet er magourioù bloavezhioù zo bremañ) ha tonioù muioc'h evit an dud yaouank pe koshoc'h, pep tra e brezhoneg penn da benn.

Evit an dud en deus un tamm anaoudegezh eus Divskouarn, plijet e vint gant an div rimadell diwar-benn Skouarnig, tudenn-harozh ar gevredigezh bet ijinet evit pakad pedagogel Malizenn Skouarnig.

Evit selaou ouzh tonioù :

Klikit amañ evit kaout selaou ouzh un tañva eus Koumoul Du.

Evit kaout anezhi ?

Evit ar poent n'haller kavout anezhi nemet gant Jakez ar Borgn e-unan, neuze skrivit dezhañ war-eeun.

12 € an tamm eo, + 1 € evit ar fejoù kas.

Da geñver Fest an Holl, d'an 21 a viz Gwengolo e Lesneven, e vo moaien prenañ ar bladenn ivez, pa vo ur sonadeg gant Jakez ar Borgn evit lidañ embann Koumoul Du.

keleier Divskouarn, koumoul Du albom nevez Jakez ar Borgn e brezhoneg evit an holl

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/