index.php?rub=magerezed_ar_folgoad&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=magerezed_ar_folgoad&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Magerezed ar Folgoad

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Abadenn brezhoneg evit ar re vihana˝ er Folgoad

Divskouarn o lakaat e plas abadennoù brezhoneg evit ar re vihan d'al lun

 

Bep lun, er maez eus ar vakansoù skol, e vez aozet  etre 9 eur ha 10 eur un abadenn brezhoneg evit ar re vihan er sal Yves Bleunven er Folgoad, 30 wech en holl e-pad ar bloavezh. Posubl eo da gaout an abadenn-se abaoe 2009 a-drugarez da Zivskouarn a ra war dro ur c'houlzad abadennoù. Lakaat a ra e liamm ar magerezed ha kevredigezh An Oaled, implijer an animatourez Tiphaine Le Duff. Dre vras e vez desket ar brezhoneg e-pad an abadennoù dre ar c'hoari, al levrioù, ar c'hanaouennoù pe c'hoazh en ur zañsal. D'an aliesañ e vez sellet ivez ouzh un dresadenn vev.

D'al lun 16 a viz Here da skouer, eo bet kroget an abadenn gant un oberiantiz evit en em zihuniñ un tammig en ur implij un nebeud an izili, lun vintin eo ! Kendalc'het eo bet en ur ganañ "kanaouenn an diskar-amzer", a raok lenn ul levr. Da c'houde eo bet desket d'ar vugale al liv en ur c'hoari. Roet e oa bet da bep hini daou liv ha, pa oa goulennet ul liv, e oa ret d'ar vugale reiñ en dro al liv mat da Tiphaine. Ur wech ar c'hoari echuet, danset en deus ar vugale er c'helc'h, ha, da c'houde, graet eo bet ur Jacques en deus lâret en ur vale e pep lec'h er sal. Evit echuiñ eo bet sellet diouzh un degouezh ur rann eus Arzhig Du.

 
 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/