index.php?rub=mammigou&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=mammigou&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

MAMmigo¨

Ur siner kenta˝ evit al live 4 !

karta Divskouarn live 4 e vit mammigoùDaoust ma 'z eus un nebeut frammoù gant ur raktres dre soubidigezh c'hoazh, an hini kentañ anezho eo MAMmigoù da sinañ live 4 karta Divskouarn evit ar brezhoneg a-raok ar skol !

Framm un Ti Skoazellerezed Mamm a zo eus MAMmigoù Karaez, da lavaret eo un doare nevez a-walc'h da aozañ degemer ar vugale. Eno en emgav teir magerez da labourat asambles, Jennifer, Magali ha Silvi.

Diouzhtu p'eo bet krouet ar raktres, o deus bet c'hoant ar maouezed e penn, da labourat e brezhoneg penn-da-benn. Setu ar pezh a reont war ar pemdez ! Goude un nebeut bloavezhioù, c'hoant o deus bet an teir maouez da lakaat o labour war wel o sinañ karta Divskouarn.

Ur gwir degouez an hini eo ar sinadur-se p'eo MAMmigoù an Ti Skoazellerezed Mamm kentañ o sinañ karta Divskouarn, met ivez peogwir eo an hini kentañ o sinañ al live uhelañ, hini ar soubidigezh !

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2018 - Lodenn an izili/