index.php?rub=manifestadeg_evit_yezhou_breizh&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=manifestadeg_evit_yezhou_breizh&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Manifestadeg evit yezho¨ Breizh

mizvezh ar brezhoneg 2017 gant Divskouarn e breizh Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2016 2017 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Manifesti˝ a raio DIVSKOUARN d'ar 24/10/2015

manifestadeg e Karaez, gervel a ra DivskouarnO welet ma n'ez aio ket ar Stad pelloc'h da sikour diorren ar brezhoneg dre an emglev eo sañset sinañ gant Rannvro Breizh, eo nec'het bras tud Divskouarn gant dazont yezhoù Breizh hag an aozadurioù a labour war ar pemdez da adsevel anezho.

Gwall skoet omp bet o welet m'eo bet votet un ali a-enep an emglev Stad-Rannvro gant Kuzul Sevenadurel Breizh, a unvouezh war ar marc'had ! A du e savomp gant ar vot-mañ, pa n'eus netra nevez en emglev-mañ, ha ne vo ouzhpennet gwenneg toull ebet all gant ar Stad.

Gant an dilennadegoù rannvro o tostaat ez aimp da gerzhet skoaz-ouzh-skoaz gant mignoned yezhoù Breizh d'ar 24 a viz Here e Karaez da ziskouez d'an danvez dilennidi hon eus ezhomm muioc'h a sikour gant ar strollegezhioù evit dont a-benn hon kefridi.

Deomp de'ï holl da Garaez ta !

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/