index.php?rub=post_den_dave_teknikel_youn_ha_solena&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=post_den_dave_teknikel_youn_ha_solena&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Post Den Dave Teknikel YOUN HA SOLENA

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Post Den dave teknikel YOUN HA SOLENA

AR VIKRO-MAGOURI : YOUN HA SOLENA

Meret eo ar vikro-magouri « Youn ha Solena » gant ar gevredigezh (hervez lezenn 1901) anvet « Youn ha Solena » ivez. Aotreet eo gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Degemer a ra ingal ha/pe a-wechadoù, bugaligoù etre 10 sizhun ha 4 bloaz.

Brezhoneg eo yezh ar vikro-magouri.


PAL :

Kas a ra da benn ar c’hefridioù a sell ouzh ren ar vikro-magouri ; kefridioù melestradurel, reoliñ ha kefridioù oberatael a sell ouzh degemer ar vugale : buheziñ al lec’h-degemer, aozañ ar prederiañ hag an naetaat, an darempredoù gant ar familhoù ha gant ar gevelerien diavaez.

E karg emañ eus mont-en-dro mat ar vikro-magouri : labourat a ra gant ar gevredigezh « Youn ha Solena » evit ma vefe roet ur servij a-feson hag ur roll reoliñ ar c’hopridi en deus/he deus ivez.

Emañ en e/he z/dalc’h steuñviñ, aozañ, studiañ ha kontrolliñ, en ur zoujañ ouzh efedusted ha kalite ar pourchasoù, penaos e vez lakaet e pleustr raktres pedagogel a-ziforc’h ar vikro-magouri gant ar skipailh a-vicher, hag e darempred gant ar gerent.

Derc’hel a ra kont eus heñchadurioù ar gevredigezh « Youn ha Solena », hag eus ali ar gevelerien ensavadel.


AR POST :

 

35e ar sizhun rannet evel-mañ :

23e gant ar vugale

12 eurvezh a zileuriadur evit ar c’hargoù ren (degemer ar familhoù, melestradurezh...)


LEC'H EN URZHAZ :

 

Den-dave teknikel ar vikro-magouri zo lakaet dindan aotrouniezh hag atebegezh Prezidant/ez ar gevredigezh a ver « Youn ha Solena ».

Post N+1 : Prezidant/ez ar gevredigezh a ver« Youn ha Solena »

Post N-1 : Gopridi desavadurel


DAREMPREDOU OBERATAEL :

Darempredoù pemdeziek gant :

- gopridi ar vikro-magouri

- ar familhoù

- ar vugale

Darempredoù ingal gant :

- Burev/Kuzul-merañ ar gevredigezh a ver « Youn ha Solena »

- ar gevelerien ensavadel eus an Ti-kêr, GMB, KGT, ar C’huzul-departamant

Darempredoù a-wechadoù gant :

- ar gevredigezh a ver ar savadurioù : « Yezhoù ha Sevenadur »

- an emellerien all o devez d’ober war-dro ar vugale (servijoù arbennik, gwarez ar vugaligoù, levraouegoù, skolioù-mamm, servijoù sevenadurel ha sportel an Ti-kêr)

- ar vezeien hag an ensavadurioù prederiañ

- ar servijoù trummadoù ha sikour


OBEREREZHIOU PENNAÑ :

1- Merañ melestradurel

- Doujañ d’al lezennadurioù o ren

- Derc’hel e evezh war ar pezh a sell ouzh al lezenn, ar yec’hed hag ar sokial

- Doujañ d’ar c’hemennoù a denn d’ar yec’hederezh ha d’ar surentez ha kontrolliñ e vezont lakaet e pleustr

- Sevel protokoloù prederiañ, yec’hederezh hag emzalc’h da gaout en un degouezh diwar vall ha teurel evezh e vefent lakaet e pleustr

- Leuniañ ha hizivaat an teuliadoù melestradurel

- Rakwelet an dispartioù

- Ober war-dro enskrivadurioù ha degemer ar vugale nevez

- Kenurzhiañ an degemer war vall

- Ober war-dro al liammoù gant an Ti-kêr ha kevelerien all ar vikro-magouri

- Goulenn yalc’hadoù e darempred gant Kuzul-merañ ar gevredigezh a ver « Youn ha Solena ».(KGT, Ti-kêr, Kuzul-departamant)

- Ober war-dro heuliañ surentez ar savadurioù hag ar frammoù c’hoari diabarzh ha diavaez : lakaat ar c’hontrolloù ret e plas

- Ober war-dro kempenn ar salioù hag an takadoù glas

- Ober war-dro kontañ eurvezhioù labour izili ar skipailh

- Sikour da skridaozañ ar rentañ-kont obererezh bloaziek gant Prezidant/ez ar gevredigezh « Youn ha Solena ».

 

2- Budjed mont en-dro

- Sevel ar budjed marc’hataet bep bloaz gant Kuzul-merañ ar gevredigezh a ver « Youn ha Solena ».

- Dasparzhañ ar budjedoù a bep seurt e-barzh ar vikro-magouri

- Heuliañ an dispignoù, ar gounidoù.

- Arboellerezh ha merañ ar stokoù.

- Heuliañ roadennoù an daremprediñ, ar savadoù.

- Heuliañ ar bilañsoù da sevel evit KGT.

- Rakwelet ar postadurioù.

- Prizioù ha heuliañ paeamantoù ar familhoù

- Sevel ar gont disoc’hoù bep bloaz.

3- Merañ ha reoliñ ar skipailh

- Aozañ labour ar skipailh.

- Merañ an implijoù-amzer, lakaat anezho e plas diouzh an emglevioù war ar goproù ha lezennadur al labour.

- Merañ ezvezañsoù – rakweket pe get –ar c’hopridi desavadurel e darempred gant Kuzul-merañ ar gevredigezh a ver « Youn ha Solena », an ehanoù bloaziek hag an eurvezhioù adtapet.

- Termeniñ ar steuñv-stummañ bloaziek gant ur bilañs.

- Derc’hel emvod dileuridi gopridi an diazezadur.

- Kemer perzh en tuta e liamm gant Kuzul-merañ ar gevredigezh a ver « Youn ha Solena ».

- Skridaozañ, lakaat bevañ, kas war-raok, heuliañ ha priziañ raktres ar vagouri.

- Kenurzhiañ skipailh an emellerien diavaez.

- Lakaat emvodoù-labour war-sav (aozañ, raktresoù, temoù).

- Heuliañ ar skipailh a-dost evit harpañ un emzalc’h desavadurel diouzh ar gwellañ.

- Merañ an dizemglevioù a c’hallfe bezañ.

 

5- Darempredoù gant ar gevredigezh « Youn ha Solena »

- Kemer perzh e termeniñ ar raktres magouri

- Ober al liamm etre ar gevredigezh hag ar peurrest eus ar skipailh tud a-vicher.

- Respont d’ar goulennoù ditouroù.

 - C’hoari ur roll kuzuliañ e-barzh ar C’huzul-merañ.

- Treuzkas ar c’hemennoù da izili all ar skipailh ha kelaouiñ diwar-benn an emdroadurioù.

Dielloù diabarzh arvikro-magouri zo skrivet e brezhoneg.

An dielloù ret evit mont en-dro ar framm (paperennoù urzhiadiñ...), zo skrivet e brezhoneg hag e galleg.


6- Aozañ buhez ar vagouri

- Dielfennañ ezhommoù ar familhoù hag ar vugale hag emdroadurioù an endro sokial

- Degemer, heñchañ ha kenurzhiañ an darempredoù gant ar familhoù

- Kelaouiñ ar gerent diwar-benn an doareoù da zegemer ar vugale

- Sevel an teuliadoù melestradurel ragenskrivañ hag enskrivañ

- respont da c'houlennoù ar gerent

 

- Aozañ degemer hag enframmañ ur bugel en deus ur c’hleñved-pad ha/pe a zo nammet

 

- Chom kred evit ar raktres pedagogel

- Aozañ an obererezhioù hag ar buheziñ evit ar vugale.

- Ober war-dro ar plediñ hollek gant pep bugel ha kemer e kont e ezhommoù hiniennel en ur lakaat anezho da glotañ gant mont en-dro ur strollad

- Diwall ma vo pep bugel en e vleud er vuhez stroll

- Diwall ma vefe ar raktres desavadurel da dalvezout

- Aozañ ha kontrolliñ ar prederiañ hag an evezhiañ yec’hed

- Diorren doareoù dizarbenn, desevel ha gwellaat yec’hed ar vugale

- Heuliañ ingal an teuliadoù yec’hed

- Diguzhat sinoù galv,diaezamantoù korf pe vred ar vugale ha kelaouiñ buan ar servijoù a zere

 

7- Darempredoù gant ar familhoù

 

- Degemer, kelaouiñ

- Sevel ar c’hevratoù degemer ha kemer perzh ar gerent diouzh sturiadoù ar gevredigezh verañ

- Selaou, kuzuliañ, harpañ

- Aozañ ha broudañ perzh ar familhoù e buhez ar vagouri

- Aozañ emvodoù dileuridi ar gerent

- Aozañ kejadennoù etre ar gerent hag ar skipailh

An dielloù skrivet evit ar gerent (kevratoù, skritelloù…), zo divyezhek : brezhoneg ha galleg.

 

8- Dileuriañ ar c’hefridioù

Pa vez ezvezant evit ur prantad berr (ehanoù, kleñved), an den-dave teknikel a zileur e gefridioù frammañ desavadurel, aozañ degemer ar vugale ha management ar skipailh da gKuzul-merañ ar gevredigezh verañ.

E-pad an deiz eo ar brezhoneg yezh buhez ar vikro-magouri.

An treuzkas d’ar familhoù, an eskemmoù gant kendivizerien diavaez a c’hall bezañ graet e galleg.


LIVE SKIANT-PRENET

 

Stummadur ret :

- Pe diplom Stad babigourez pe babigour gant tri bloavezh skiant-prenet micherel

- Pe diplom Stad desaverez pe desaver bugaligoù gant tri bloavezh skiant-prenet micherel d’an nebeutañ gant bugale dindan tri bloaz

- Pe diplom Stad klañvdiourez pe klañvdiour gant tri bloavezh skiant-prenet micherel d’an nebeutañ gant bugale dindan tri bloaz

Eil stummadur :

Kontouriezh

Management skipailh

Gwelloc'h eo bezañ prenet skiant en ur framm degemer a-stroll

Gwelloc'h eo bezañ prenet skiant o labourat gant bugale dindan tri bloaz

Barregezh war ar brezhoneg. Live B2

 

BARREGEZHIOÙ

- Anavezout diorroadur korf ha bred ar vugale.

- Gouzout diouzh mezegiezh ar vugale : kleñvedoù ar vugale, kemer e karg hag aozañ ar prederiañ.

- Anavezout al lezennoù evit a sell ouzh gwarez ar vugale (gwallgas, argerzhad reiñ da c’houzout…).

- Anavezout endro ensavadurel ha melestradurel ar framm degemer (kevelerien ha kefridioù).

- Gouzout diouzh merañ ha melestradur diazezadurioù bugaligoù.

- Anavezout lezennoù ar yec’hederezh (ober war-dro bugale, naetaat ar salioù, aozañ ha fardañ ar predoù, normoù HACCP)

- Barregezhioù war al luskañ strolladoù hag al labour skipailh, ar management.

- Gouzout diouzh lezennoù al labour.

- Gouzout implijout ar meziantoù burevek (Babicarte, Word, Excel, Lotus).

- Anavezout an ostilhoù divorfilañ ha buheziñ.

PROFIL

Bezañ atav prest da respont, ersavus-kenañ

En e aez evit daremprediñ an dud, gant aotrouniezh, barregezhioù selaou ha marc’hata

En e aez evit labourat gant ur skipailh

Emren en aozadur e/he labour

Endalc’h a boell,ha kompren ervat petra eo bezañ e servij an holl.

Aozet, poellek

Gouest da vuheziñ

Gouest da verañ traoù diwar vall

Gouest da zielfennañ ezhommoù ar vugale, ar familhoù.

Pellgargañ er stumm pdf

Mont e darempred gant YOUN HA SOLENA

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/