index.php?rub=ptit_mousse_kentan_magouri_e_brest_&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=ptit_mousse_kentan_magouri_e_brest_&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Ptit Mousse, kentań magouri e Brest !

Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2017 2018 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Kentań magouri Brest da sinań Karta Divskouarn !

Keleier divskouarn ptit mousse ur vagouri eus brest gant brezhonegEmañ magouri kevredigezhel Ptit Mousse Brest, o paouez sinañ live kentañ karta Divskouarne.

Abaoe 2010 ez eus abadennoù e magouri Ptit Mousse a drugarez d'ur c'houlzad abadennoù lakaet e plas gant Divskouarn gant sikour Kuzul-departamant Penn-ar-Bed. Bep sizhun e teu un animatourez eus Sked da gas en dro prantadoù tañva d'ar yezh d'ar re vihan. Da venegiñ a zo ez eus bet loc'het war ar memes patrom gant div vagouri all eus Brest, magouri Europa, abaoe 2012 ha magouri Bellevue abaoe an distro-skol.

Fellet en deus da vagouri Ptit Mousse kadarnaat e emouestl gant sinadur karta Divskouarn. Ar 17vet magouri an hini eo o vont e-barzh rouedad karta Divskouarn.

 

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/