index.php?rub=rein_lans_da_valizenn_skouarnig&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=rein_lans_da_valizenn_skouarnig&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Reiń lańs da Valizenn Skouarnig

mizvezh ar brezhoneg 2017 gant Divskouarn e breizh Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2016 2017 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Malizenn Skouarnig : ostilhoł nevez da zeskiń brezhoneg !

keleier Divskouarn lansamant Malizenn skouarnig, dafar pedagogel de zeskiñ brezhonegDiskouezet eo bet e Roazhon Malizenn Skouarnig !

Goude daou vloavezh hanter labour evit kevredigezh Divskouarn, setu deuet er maez a-benn ar fin Malizenn Skouarnig.

E 2010 ha 2011 e oa bet stag Divskouarn eus ur raktres european, MELT e anv. E-pad ar MELT-se, hon oa gellet amprouiñ doareoù ober e-keñver pedagogiezh treuzkas ur yezh d'ar re 0-4 bloaz. Embannet e oa bet un hentenn labourat gant ar brezhoneg, met mankout a rae lod eus an ostilhoù da lakaat an hentenn-se e pleustr. Gant Malizenn Skouarnig an hini eo hon eus klasket respont d'an diouer-se.

16 000 € a zo bet fiziet enomp gant Ar Redadeg 2012 evit arc'hantaouiñ ar valizenn. Ur savadeg arc'hant evit ar brezhoneg an hini eo Ar Redadeg, ur pezh mell redadeg a-bep eil eus an eil korn eus Breizh d'egile.

Ar pezh a zo e-barzh :

Un dudenn eo Skouarnig. Koulz lavaret kement elfenn eus ar valizenn a denn outañ :

  • 15 frazenn da skritellañ : bet savet diouzh ar gêr pe al lec'h degemer,

  • ur fichenn «Perak treuzkas brezhoneg d'ar re vihan ?». Un arguzennerezh an hini eo a roio danvez da skignañ perzhioù mat an divyezhegezh abred.

  • keleier divskouarn Malizenn skouarnig, dafar pedagogel da zeskiñ brezhonegmargodenn Skouarnig: ur skoazeller treuzkas ar brezhoneg eo ! Ur follenn-bleg-dibleg hon eus lakaet ganti : gouzout a reoc'h muioc'h diwar-benn buhez ha personelezh an dudenn kement ha diwar-benn an doare da ober ganti,

  • Gerioù ha frazennoù brezhoneg ar vugale vihan: ur c'heriaoueg eus bed ar re vihan,

  • Sturlevr micherel evit degemer bugale dindan 4 bloaz e div yezh: un dornlevr eo, ennañ, e-touez traoù all, fichennoù obererezhioù,

  • c'hoarioù kartoù-skeudennoù: c'hoarioù tematek eo (boued, en em lec'hiañ, ar gerioù kontrol) gant ur skeudenn bewech hag a glot gant ar ger-mañ-ger pe ar frazenn-mañ-frazenn,

  • C'hoaridilhadSkouarnig: ur c'hoari kartoù eo ivez, gwiskañ Skouarnig eo ar pal en ur cheñch e zremm,

  • 1,2,3,rimadelloùari!: ur bladenn rimadelloù ha kanaouennoù e brezhoneg.

Gwelet skeudennoù pep elfenn eus ar valizenn amañ.

Ur bern tud da sikour :

Gellet he deus Divskouarn en em harpañ war ur bodad heuliañ, ennañ AgnèsSimon(kelennerez e klasoù mammDiwan),CatherineAdam(stummerez war didaktelezh ar yezhoù ha danvez doktorez war sokioyezhoniezh an divyezhegezh abred),FlorenceSaluden-Plouzennec(Desaverez bugaligoù),Herve ar Bihan(kelenner ar skolioù-meur,UHBRoazhon2),Marie-LaureQuinquis(animatourezRPAMLokmaria-Plouzane),OlierarMogn(Ofis Publik ar Brezhoneg),PascaleBerthou(animatourez, kevredigezh Sked), Elsa Rest (mamm bugale divyezhek). Adlenn al lodenn vrezhonek gant Cédric Sinou hag Olier ar Mogn.

Trugarez vras ivez daTES hag Edubreizh.

Savet eo bet MalizennSkouarnig gant souten arc'hant ArRedadeg. Sikouret eo Divskouarn ivez gant Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor.

Savet eo bet ar maketennoù hag ar garta grafek evit Divskouarn gant Comes Design eus Roazhon. Savet eo bet margodenn Skouarnig evit Divskouarn gant ELB eus Kemper. Savet eo bet ar c'hartoù-Skeudennoù evit Divskouarn gant Kalamae eus Speied,

Ul lec'hienn ispisial gant astennoù d'an ostilhoù :

Savet ez eus bet ul lec'hienn ispisial e-lec'h ma c'heller kavout enrolladennoù da skouer, met ivez traoù all :

Lec'hienn Malizenn Skouarnig amañ

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/