index.php?rub=sinadur_plouedern&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=sinadur_plouedern&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Sinadur Plouedern

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Brezhoneg e magouri Plouedern, war-raok atav.

karta divskouarn live 2 e plouedern brezhoneg a-raok ar skol 2015Goude Dirinonn e miz Even, setu un eil magouri e kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz da gregiñ e-barzh da dreuzkas ar brezhoneg d'ar re vihan.

Goude ur c'houlzad kelaoui lec'hel

Savet e oa bet ur c'houlzad kelaoui war ar c'humuniezh kumunioù kenetre Divskouarn ha Ti ar Vro Landerne-Daoulaz en nevez-amzer. Abaoe cheñchamant statud magouri La Farandole Landerne e 2010, ne oa ket brezhoneg ken a-raok ar skol er vro-se. Goude un enklask er familhoù hag un abadenn diskouez d'an dud a vicher, setu daou siner karta, ha daou Erlec'h Skoazellerezed Mamm o lakaat traoù e plas evit ar brezhoneg !

Bugale sitoaianed ar bed

Un degemer mat tre zo bet graet da Zivskouarn gant Ti Labousig e meur a geñver. Raktres pedagogel ar framm eo "ar vugale sitoaianed ar bed", neuze eo bet gwelet diouzhtu ar brezhoneg evel un doare da wriziennañ ar vugale en o bro. Ret eo gouzout ivez he deus heuliet ar renerez Magali, ur stummadur hir war ar brezhoneg. Ur jedadenn a oa bet graet ivez en deus diskouezet ez eus dija 20 % eus ar vugale hag a za d'un hentad divyezhek goude. Da venegiñ eo pa ouezer n'eus hini ebet c'hoazh war barrez Plouedern.

Ar brezhoneg e Ti Labousig

Abaoe miz Mae eo bet kroget gant ur vaouez a youl vat da zont bep sizhun da lenn levrioù d'ar vugale e brezhoneg. Kanet e vez rimadelloù e brezhoneg gant un den eus ar skipailh ivez. Dont a ra bep sizhun un animatourez eus Sked da gas da benn abadennoù rimadelliñ e brezhoneg. Kement-se a ra e c'hell Ti Labousig tizhout live 2 karta Divskouarn.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/