index.php?rub=sinaduriou_e_plouzane&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=sinaduriou_e_plouzane&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Sinadurio¨ e Plouzane

PLouzane : ar yezh evit an holl Babigo¨ !

D'an 21 a viz Gwengolo e oa bet sinet Karta Divskouarn gant an daou framm bugaligoù zo e parrez Plouzane : ar vagouri hag an Erlec'h Kerent ha Skoazellerien Mamm (EKSM). Kement se a ra eus Plouzane unan eus an nebeut parrezioù lec'h m'emañ ar yezh profet d'an holl a-raok ar skol.

sinadur karta divskouarn tabarly plouzane brezhoneg sinadur karta divskouarn RPAM plouzane brezhoneg 
Magali Bachelier, Marion Patinec ha Thierry Grimonprez Elodie Lossec, Bernard Rioual, Gisèle Le Moigne, TG.

Youl un den a youl vat er penn kentañ.

Gant ur vagerez an hini oa e oa bet loc'het an traoù. En em ginniget e oa Karine Bardy, magerez bet desket brezhoneg ganti, da zont da ober abadennoù en diwallerez a oa d'ar poent-se he anv Ti ar Bugelig. Un digarez e oa bet ivez evit brudañ an hentenn divyezhek a zo en ur skol publik e Plouzane.

Douget gant an Ti-Kêr.

Pa oa bet savet gant an ti-kêr Ti ar Vugale nevez, al lec'hienn Eric Tabarly, o doa lakaet diouzhtu er marc'had publik e vije graet ur plas d'ar brezhoneg er vagouri nevez. Mod se an hini eo en doa goulennet En Jeux d'Enfance, merour nevez ar vagouri, mont e-barzh koulzad abadennoù Divskouarn. Asamblez ganto e oa aet ivez an EKSM. Abaoe e vez brezhoneg ur wech ar sizhun evit an div framm gant un animatourez eus Sked.

Lakaat an traoù war wel.

Sinet eo bet eta karta Divskouarn gant an daou lec'h. Ar vagouri o vezañ an 29vet siner, war al live 2 mar plij. Bep sizhun o deus un abadenn vrezhonek hag adkanet eo ar rimadelloù a-hed ar sizhun gant tud eus ar skipailh. 3 anezho a za da stummadurioù ingal. Evit an EKSM avat, an trede an hini eo nemetken o sinañ ar garta evit ar poent. 3 magerez hag a zo laouen da brofitañ bep sizhun eus an abadennoù o deus divizet sinañ karta Divskouarn ivez !

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2018 - Lodenn an izili/