index.php?rub=staj_keav_brezhoneg_er_familh&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=staj_keav_brezhoneg_er_familh&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Staj KEAV brezhoneg er familh

mizvezh ar brezhoneg 2017 gant Divskouarn e breizh Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2016 2017 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Ur staj KEAV Brezhoneg er familh

keleier Divskouarn staj keav brezhoneg er gerEvit an eil gwech, ar skol-hañv Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion, a aoz, gant sikour Divskouarn, ur sizhunvezh staj Brezhoneg er familh.

Eus an 13 d'an 19 a viz Gouere evit an tem Brezhoneg er familhoù, adalek ar 6 a viz Gouere evit ar c'hentelioù all.

Evit ar familhoù ha danvez familhoù

Un ezhomm splann zo gant ar vrezhonegerien yaouank en oad da gaout bugale pe ganto ar raktres desevel o bugale e brezhoneg p' o do, kaout un ambroug, un harp d'hen ober. Pa seller mat, peurvuiañ eus an dud-se n'int ket bet desavet e brezhoneg er gêr, desket o deus brezhoneg er skol, pe diwezhatoc'h. Setu perak o deus soñjet tud KEAV ha Disvskouarn e oa dav kinnig un tamm danvez dezho evit ma c'hellint treuzkas o-unan hor yezh d'o bugale).

Titouroù pleustrek

  • Digor eo ar staj d'ar familhoù, met ivez d'an dud ganto ar raktres desevel o bugale da zont e brezhoneg, pe c'hoazh da dud a labour pe c'hoant ganto labourat gant bugale e brezhoneg. Da dud ar vugale da c'houzout, ne vo buhezour ebet d'ober war o zro, perzh ar stummadur e vint da vat. Bemdez e vo prantadoù gant ar vugale ha lod hep ar vugale. Ar re a vo ouzhpenn 6 blaoz a c'hello tremen ul lodenn eus o amzer er greizenn dudi, ar re yaouankañ a vo d'an aliesañ ganeoc'h. Ehanoù ha mareoù dieub a vo a-hed an devezh a-benn da bep hini gellet mont diouzh e lusk,
  • ur staj dre soubidigezh eo. Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh-studi pe zaou), n'hall ket seurt staj dougen frouezh,
  • Dalc'het vo ar staj etre ar 14 hag an 20 a viz Gouere e Kastellin,
  • 250 € eo ar staj (boued ha lojeiz), prizioù a c'hell bezañ evit ar studierien hag a dud dilabour. Un niverenn stummadur dibaouez zo gant KEAV.

Daveennoù da lakaat e anv

02 98 95 59 31

postel

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/