index.php?rub=stumadur_divskouarn_e_plougerne&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=stumadur_divskouarn_e_plougerne&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Stumadur Divskouarn e Plougerne

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Ur stummadur Divskouarn e magouri Plougerne

Stummadur brezhonek e magouri Plougerne gant DivskouarnE miz Here en deus kaset Virginie Pronost, diorroerez tiriadel ha pedagogel evit Divskouarn, ur stummadur evit lod eus izili skipailh magouri Plougerne.

E-touez sinerien gentañ Karta Divskouarn e oa bet magouri Plougerne e 2007. Gant al live 2 an hini oa. Goude cheñchamantoù er skipailh en doa ranket ar vagouri diskenn live dre ma ne oa ket kement a vrezhoneg ken. Abaoe un nebeut mizioù avat, ez eus lañs adarre gant ar brezhoneg, ha setu ma n'eus santet renerien ar framm e oa poent reiñ un tamm framm d'ar raktres brezhonek just a-walc'h.

Savet ez eus bet ur stummadur eta gant Divskouarn "Implij ar brezhoneg en degemer bugaligoù", o c'houzout ez eo magouri Tamm-ha-Tamm Plougerne, ur vagouri ma vez a-bep seurt implijidi e-keñver brezhoneg : ur vrezhonegerez klok, ha lod oc'h ober gant tammoù brezhoneg gwech ha gwech all. Ar pal a oa ober diouzh ar gwellañ gant an danvez a zo.

An trede gwech e oa da Zivskouarn kinnig stummadurioù teknikel a seurt-se war al lec'h labour, e Ti Poupigoù Bear e oa bet graet c'hoazh, hag e Ti Choutig Kemperven. Un ezhomm bras a zo eus ar sikour-se evit ar magourioù ganto ur raktres brezhonek, setu ma soñj da Zivskouarn e vo muioc'h muiañ a stummadurioù gantañ.

 

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/