index.php?rub=tgm_bugaligou_youn_ha_solena&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=tgm_bugaligou_youn_ha_solena&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

TGM bugaligo¨ YOUN HA SOLENA

Neizhig crèche bilingue en breton à rennes ouverture 2018 formations Divskouarn langue bretonne et petite enfance, catalogue, tarifs Youn ha Solena, crèche en breton à Saint Herblain

Posto¨ TGM bugaligo¨ evit YOUN HA SOLENA

Meret eo ar vikro-magouri « Youn ha Solena » gant ar gevredigezh (hervez lezenn 1901) anvet « Youn ha Solena » ivez. Aotreet eo gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Degemer a ra ingal ha/pe a-wechadoù, bugaligoù etre 10 sizhun ha 4 bloaz.

Brezhoneg eo yezh ar vikro-magouri.

 

PAL

Kemer a ra perzh en ober war-dro ar vugale dre vras war ar pemdez, kenlabourat a ra gant an den-dave teknikel hag an eilbabigour-ez, en ur zoujañ d’ar raktres desavadurel ha pedagogel.

 

AR POST

35e ar sizhun rannet etre :

ober war-dro ar vugale

ar predoù

ar c'hempenn

LEC’H EN URZHAZ

Lakaet eo an den un TGM bugaligoù gantañ/i dindan atebegezh hag aotrouniezh an den-dave teknikel. Labourat a ra gant ur skipailh liesdiskiblezhel. Kemmennoù a resev digant an den-dave teknikel hag an eilbabigour-ez a labour gantañ.

Post N+1 : An eilbabigour-ez

 

OBEREREZHIOÙ PENNAÑ

Labourat a ra an den un TGM bugaligoù gantañ/i gant an eilbabigour-ez dre ret, pe ma vez ezvezant, gant an den-dave teknikel.

1- Labour gant ar vugale

- kemer e kont ezhommoù hiniennel pep bugel, en ur reiñ dezhañ e blas e mont en-dro ar strollad (ar predoù, ar yec’hederezh, ar c'housked hag ar c'hehentiñ).

- sellet ouzh diorren ha stad yec’hed pep bugel ha tapout diarbennoù evit diskoachañ droukplegoù a c’hallfe bezañ.

- - teurel evezh da lakaat ar vugale nevez d’en em ober ouzh o endro ha da lakaat ar strollad d’en em gavout en e vleud gant e lusk dezhañ.

- kinnig obererezhioù divorfilañ liesseurt, diouzh ezhommoù ha barregezhioù pep hini

- ober war-dro ha diwall yec’hederezh ar vugale degemeret

- dastum ha treuzkas e/hec’h evezhiadennoù evit heuliañ mat ar mod ma vez kemeret ar vugale e karg hag ober un treuzkas a-feson d’ar gerent.

- lakaat ar raktres desavadurel e pleustr ha kemer perzh en e emdroadur.

 

2- Emelladennoù davet ar gerent

- kinnig un degemer a-feson

- derc’hel d’an eveziegezh vicherel

- broudañ an eskemmoù etre ar skipailh hag ar gerent diwar-benn buhez ar vikro-magouri dre binviji kehentiñ (skritelloù, luc’hskeudennoù...)

 

3- Labour gant ar skipailh desavadurel

- en em soñjal ha labourat e skipailh evit lakaat ar raktres pedagogel e pleustr.

- kemer perzh en emvodoù skipailh gant ur pal eskemm war an doareoù micherel hag en em soñjal war al labour

 

4- Emelladennoù er predoù

E kenlabour gant an eilbabigour-ez :

- fardañ ar predoù hag an adverennoù

- lakaat al listri evit pred merenn hag an adverenn

- skaotañ al listri

 

5- Emelladennoù war ar c'hempenn

Karget eo da heuliañ kempenn ar salioù hag ar protokol yec'hederezh evit a sell ouzh an dafar (keginañ, lienerezh, c'hoarioù…) :

- kempenn ha naetaat a ra ar gegin hag ar privezioù

- skarzhañ a ra ar poubellennoù ha kest ar paper

- sunerezh, skubañ gleb, tremen al leien dre-c’hourdourañ

- diboultrennañ gleb ar pezhioù arrebeuri ha traoù all

- naetaat ar gwerennoù, ar melezourioù a c'hell bezañ stoket gant ar vugale, taolioù, kadorioù, tapisoù leur…

Emañ e karg eus al lienaj.

- gwalc'hiñ, sec'hañ, plegañ, ingalañ al lienaj (manegoù, babouzerioù, dilhad gwele, pilhoù, tapisoù...)

E-pad an deiz eo ar brezhoneg yezh buhez ar vikro-magouri.

An treuzkas d’ar familhoù, an eskemmoù gant kendivizerien diavaez a c’hall bezañ graet e galleg.

 

LIVE SKIANT-PRENET

Stummadur ret :

TGM bugaligoù

Gwelloc'h e vefe kaout kiant-prenet gant ar vugaligoù

Live brezhoneg etre : B1

 

BARREGEZHIOÙ

- Anavezout pazennoù diorren hag ezhommoù ar vugale.

- Anavezout ha lakaat e pleustr ar reolennoù yec’hederezh ha surentez en ur strollegezh.

- Anavezout normoù an HACCP ha PMS.

- Anavezout an ostilhoù divorfilañ ha buheziñ.

 

PROFIL

- bezañ gouest da labourat e skipailh

- barregezhioù war an daremprediñ, ar selaou, bezañ dibrez ha derc’hel d’an evezhiegezh vicherel

 

Pellgargañ ar fichenn er stumm pdf.

Mont e darempred gant Youn ha Solena.

 

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/