index.php?rub=un_emvod_meur_dic_hortoz&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Un emvod meur dic'hortoz

adverch ur gevredigezh adopte une asso AG divskouarn chateaulin 16 juillet 2019


Un emvod-meur dic'hortoz !

Un emvod-meur ispisial :

E-giz warlene e vo aozet ganeomp Emvod-Meur Divskouarn e-pad stajoù hañv KEAV e Kastellin. D'ar 16 a viz Gouere an hini vo, e lise ar ster Aon.

Da gentañ vo ur prantad frank a-walc'h doare foromig ar brezhoneg a-raok ar skol. Meur a dem a vo evit ar bourmenerien : korn ar rimadelloù, un tañva eus an dafar pedagogel, talvoudoù ha pennaennoù Divskouarn, bilañs oberioù ar gevredigezh e 2018 ha 2019, ober anaoudegezh gant mignoned Babigoù Breizh... O tebriñ un tamm gwastell e c'hello ar bourmenerien mont a stal da stal d'ober o soñj diwar-benn labour Divskouarn dre vras.

Diwezhatoc'hig e vo evit an neb a garo an emvod-meur gwirion, da lavaret eo e c'hello izili ar gevredigezh votiñ an danevelloù bloaz.

Ar roll-labour :

  • Foromig ar brezhoneg a-raok ar skol : 4e00 - 5e30
  • Votadeg danevell ar brezidantez, danevell an ar c'hant ha dilennadeg ar c'huzul-merañ : 5e30-6e00.

Evit emzelañ, klikit amañ.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2019 - Lodenn an izili/