index.php?rub=ur_vagerez_vrezhonek_e_sant_per_kiberen&cd2=pub_aff_envoyer.3 index.php?rub=ur_vagerez_vrezhonek_e_sant_per_kiberen&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Ur vagerez vrezhonek e Sant Pŕr Kiberen

Youn ha Solena magouri e brezhoneg e sant ervlan 44 Deiziadur stummadurioù 2017 2018 brezhoneg ha bugaligoù Divskouarn

Ur vagerez vrezhonek e Sant Pŕr Kiberen !

Sinadur karta Divskouarn Sant Per Kiberen 56E miz Meurzh 2016 e teue Mari-Soaz  Delannoy da vezañ ur sinerez ouzhpenn eus Karta Divskouarn evit ar brezhoneg e bed ar magerezed.

Kroget he deus gant ar vicher magerez war-lerc'h bezañ bet labouret e brezhoneg e magourioù-zo e-pad meur a vloavezh. Bremañ eo kontant gellet mont e-barzh rouedad Divskouarn o sinañ live 3 ar garta. Gouest eo Mari Soaz da zegemer ar vugale e brezhoneg penn-da-benn en he zi e Sant-Pêr Kiberen. An trede magerez er Morbihan an hini eo a sin karta Divskouarn. Ma fell deoc'h mont e darempred ganti, klikit war al liamm-mañ da welet he fichenn war kartenn an degemer bugaligoù e brezhoneg.

War-raok ez an traoù er Morbihan, pa 'z eus bet sinet karta Divskouarn gant ur vagouri eus An Oriant e penn-kentañ ar bloavezh, ha pa vo sinet karta Divskouarn gant ur vagerez nevez eus kostez Pondi a-benn nebeut.

War ar poltred, Virginie Pronost evit Divskouarn, Mari Soaz hag ar paotr bihan.

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2017 - Lodenn an izili/