index.php?rub=staj_keav_brezhoneg_er_familh&imp=  
Divskouarn   Divskouarn

Staj KEAV brezhoneg er familh

adverch ur gevredigezh adopte une asso AG divskouarn chateaulin 16 juillet 2019


Ur staj KEAV Brezhoneg er familh

keleier Divskouarn staj keav brezhoneg er gerEvel bep bloaz ar skol-hañv Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion, a aoz, gant sikour Divskouarn, ur sizhunvezh staj Brezhoneg er familh.

Eus an 14 d'an 20 a viz Gouere evit an tem Brezhoneg er familhoù, adalek ar 7 a viz Gouere evit ar c'hentelioù all.

Evit ar familhoù ha danvez familhoù

Un ezhomm splann zo gant ar vrezhonegerien yaouank en oad da gaout bugale pe ganto ar raktres desevel o bugale e brezhoneg p' o do, kaout un ambroug, un harp d'hen ober. Pa seller mat, peurvuiañ eus an dud-se n'int ket bet desavet e brezhoneg er gêr, desket o deus brezhoneg er skol, pe diwezhatoc'h. Setu perak o deus soñjet tud KEAV ha Disvskouarn e oa dav kinnig un tamm danvez dezho evit ma c'hellint treuzkas o-unan hor yezh d'o bugale).

Titouroù pleustrek

  • Digor eo ar staj d'ar familhoù, met ivez d'an dud ganto ar raktres desevel o bugale da zont e brezhoneg, pe c'hoazh da dud a labour pe c'hoant ganto labourat gant bugale e brezhoneg. Da dud ar vugale da c'houzout, ne vo buhezour ebet d'ober war o zro, perzh ar stummadur e vint da vat. Bemdez e vo prantadoù gant ar vugale ha lod hep ar vugale. Ar re a vo ouzhpenn 6 blaoz a c'hello tremen ul lodenn eus o amzer er greizenn dudi, ar re yaouankañ a vo d'an aliesañ ganeoc'h. Ehanoù ha mareoù dieub a vo a-hed an devezh a-benn da bep hini gellet mont diouzh e lusk,
  • ur staj dre soubidigezh eo. Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh-studi pe zaou), n'hall ket seurt staj dougen frouezh,
  • Dalc'het vo ar staj etre ar 14 hag an 20 a viz Gouere e Kastellin,
  • 270 € eo ar staj (boued ha lojeiz), prizioù a c'hell bezañ evit ar studierien hag a dud dilabour. Un niverenn stummadur dibaouez zo gant KEAV.

Daveennoù da lakaat e anv

02 98 95 59 31

postel

 

  Administration - Animatourien 29 -Copyright © Anaximandre 2019 - Lodenn an izili/